Gres (bro)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
| Kan broadel | Ύμνος εις την Ελευθερίαν (Imnos is tin eleftherían) |
||||||
| Ger-stur | Ελευθερία ή Θάνατος (Eleutheria i thanatos, Eleftheria i thanatos) "Ar Frankiz pe ar Marv") |
||||||
| Yezh ofisiel | Gresianeg | ||||||
| Kêr-benn | Aten | ||||||
| Gorread -En holl -% dour |
131 940 km² 0.86% |
||||||
| Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
11 018 000 (2004) 81/km² |
||||||
| Prezidant | Károlos Papoúlias | ||||||
| Kentañ ministr | George Papandreou | ||||||
| Gouel broadel | 25 a viz Meurzh | ||||||
| Moneiz | Euro (€) | ||||||
| Kod pellgomz | 30 | ||||||
| Kod war ar Genrouedad | .gr | ||||||
Bro-C'hres pe Gres pe Bro-Hellaz pe Hellaz (Ελλάδα, Elládha (IPA: [e̞ˈlaða]), pe Hellas (Ελλάς, Ellás (IPA: [e̞ˈlas])) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik hellenek (e gresianeg: Ελληνική Δημοκρατία). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an Norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, ar Bet-Republik Yougoslaviat Makedonia hag Albania, ha gant Turkia e tu ar Reter. En em ledañ a ra ar Mor Egaios a-hed aodoù ar Reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar Gevred p'emañ Mor Ionia er Mervent hag er C'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er C'hornôg hag er Reter.
Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 bloaz kent Jezuz-Krist betek 200 bloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'en deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en Azia hag en Afrika ivez.
[kemmañ] Etimologiezh an anv ha stummoù all
Dont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, war e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres.
Abaoe amzerioù Homero d'an nebeutañ, avat, o deus Gresiz o-unann graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα (distaget: [eˈlaða]) ouzh o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhoù. Savet e oa an anv-se diar div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".
Da vezañ kendalc'het
Alamagn • Albania • Belgia • Bulgaria • Danmark • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Izelvroioù • Kanada • Kroatia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Polonia • Portugal • Rouantelezh-Unanet • Roumania • Slovakia • Slovenia • Spagn • Stadoù-Unanet • Republik Tchek • Turkia
|
|
|
|---|---|
| Izili | Albania• Andorra• Belgia(Kumuniezh galleger Belgia)• Benin• Bulgaria• Burkina Faso• Burundi• Kambodja• Kameroun• Kanada(New Brunswick• Kebek)• Kab Glas• Republik Kreizafrikan• Tchad• Kiprenez1• Komorez• Republik Demokratel Kongo• Republik Kongo• Aod-an-Olifant• Djibouti• Dominika• Egipt• Ginea Kehederel• Republik Makedonia• Bro-C'hall• Gabon• Ghana1• Gres• Ginea• Ginea-Bissau• Haiti• Laos• Luksembourg• Liban• Madagaskar• Mali• Maouritania• Moris• Moldova• Monako• Maroko• Niger• Roumania• Rwanda• Stz.Lusia• SãoTomé ha Príncipe• Senegal• Sechelez• Suis• Togo• Tunizia• Vanuatu• Viêt Nam |
| Arsellerien | Armenia• Aostria• Kroatia• Republik Tchek• Jorjia• Hungaria• Lituania• Mozambik• Polonia• Serbia• Slovakia• Slovenia• Ukraina |
|
1 Izili kevreded.
|
|
